- Ur gevredigezh eo "DIBAB · DÉCIDEZ LA BRETAGNE", savet e miz Gwengolo 2014 gant stourmerien ha stourmerezed eus Bro-Naoned hag eus broioù all Breizh.
- Abalamour ma oa bet lakaet ar gaoz war adstummañ an tiriad (hep goulenn o ali digant ar geodedourien) eo deuet ar gensavenn-mañ war wel. Daoust dezhi bezañ politikel (peogwir e pled gant oberoù a denn d'ar vuhez foran) n'eo liammet ouzh strollad politikel ebet. Petra bennak ma kemer perzh lod stourmerien ha stourmerezed eus DIBAB e-barzh kevredigezhioù pe strolladoù all ez eo en o anv o-unan e reont traoù e-barzh ar gensavenn.
- Koll fiziañs ha youl evit stourm a ra an dud. Soublañ a reont, pezh a lak an demokratiezh en arvar. Se zo kaoz e faot da dud DIBAB aozañ votadegoù keodedel evit ar geodedourien da lavaret o soñj war blanedenn ensavadurel Breizh.
- Ar goulennoù savet ouzh ar geodedourien diwar-benn adstagañ Bro-Naoned ouzh rannvro Breizh ha sevel ur Vodadenn, az afe ar c'huzulioù-departamant hag ar c'huzul-rannvro d'ober anezhi, n'int nemet ur c'homañsamant.
- Temoù a c'hell degas breutadeg zo anezhe, d'an dud d'en em soñjal war ar mod da sevel ur Vreizh demokrateloc'h, tostoc'h ouzh ar bobl ha gouest da vezañ ur gwir benveg da cheñch an traoù war dachenn ar geodedouriezh, an armerzh hag an endro.
Seul vuioc'h a dud o kemer perzh, seul virvidikoc'h e vo DIBAB! Tomm oc'h ouzh an traoù-mañ, faot a ra deoc'h kemer perzh en ur raktres leun a bromesaoù (evit aozañ, brudañ, hag all) ha sevel a rit a-du gant hor c'harta? Skrivit deomp !