• Adunvaniezh ha Bodadeg Vreizh : pemp kumun ouzhpenn o deus votet !

    Ar gevredigezh Dibab-Décidez la Bretagne he deus aozet votadegoù adarre. Pemp kumun o deus votet d’ar sul 18 a viz Here war an adnuvaniezh ha Bodadeg Vreizh. St-Ervlan (44), Malestreg (56), Ar Chapel-Karozh (56), Lokmelar (29) ha St-Riwal (29) o deus gellet reiñ o soñj. E-korf 11 miz eo bet roet eta hor gevredigezh tro da seitek kumun er pemp departamant da votiñ.

    Damheñvel eo disoc’hoù votadegoù disul ouzh reoù ar gwechoù tremenet, da lavaret eo e sav a-du krenn an dilennerien gant an adunvaniezh kement ha Bodadeg Vreizh. Ar feur perzhiañ a chom stabil a ziskouezh n’eo ket dister al lodenn eus ar boblañs a fell dezhi reiñ he soñj war emdroadur ensavadurel ar vro.

    E St-Ervlan eo deuet tost da 1000 den da votiñ. N’he deus ket ar gensavenn Dibab-Décidez la Bretagne da gaout mezh pa seller mat ouzh an niver a dud o deus votet evit votadegoù all aozet an dibenn-sizhun-mañ… Merzhet e vez c’hoazh eo aesoc’h kendrec’hiñ an dilennerien mont da votiñ e kumunioù war ar maez : etre 10 ha 18% anezhe o deus roet o soñj.

    Trugarekaat a ra ar gensavenn Dibab-Décidez La Bretagne an holl dud a youl-vat o deus kemeret perzh en aozadur, ur roll mil a-bouez o deus. Gervel a reomp aozañ ar muiañ a votadegoù ar gwellañ evit bezañ trec’h war ar gwir da gaout ur referundom ofisiel war an adunvaniezh ha Bodadeg Vreizh. Ha trec’h e c’hellimp bezañ gant ma yelo ar votadegoù war greskaat !

    D’an 8 a viz Du e vo ar votadeg o tont e Soulvac’h (44) hag e miz Meurzh e Sant-Sebastian-an-Enk (44).

    _________________________________________________________________________

    Goulennoù :

    G1/ « Hag a-du emaoc’h evit ma vefe krouet ur rannvro Breizh nevez gant Liger-Atlantel hag ar pevar departmant Breizh all ? “
    G2/ « Hag a-du emaoc’h evit ma vefe kendeuzet ar c’huzulioù departamant gant kuzul Rannvro Breizh en ur Vodadeg evit Breizh ?

    • St-Ervlan (44)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 30 087
    Kemer perzh : 902
    Feur perzhiañ : 2,997 %
    Dilenner ebet war an eilroll

    G1 : YA (797 dilenner) : 88,7%  / KET (92) : 10,2%  / GWENN (10) : 1,1% / Nul : 3 dilenner
    G2 : YA (711 dilenner) : 79,7% / KET (116) : 12,9% / GWENN (70) : 7,8% / Nul : 5 dilenner

    • Ar Chapel-Karozh (56)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 1075
    Kemer perzh : 103
    Feur perzhiañ : 9,58%
    Dilenner ebet war an eilroll

    G1 : YA (86 dilenner) : 86% / KET (11) 11% / GWENN (3) : 2,91% / Nul (3) : 2,91%
    G2 : YA (86 votants) : 83,50% / KET (11) 10,68% / GWENN (3) : 2,91% / Nul (3) : 2,91%

    • Malestreg (56)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 2019 (2024 gant an eilroll)
    Kemer perzh : 245 (5 war an eiroll)
    Feur perzhiañ gant an eilroll: 12,10%
    Feur perzhiañ hep an eilroll : 11,88%

    G1 : YA (228 dilenner) : 93,06%  / KET(13) : 5,31%  / GWENN (1) : 0,41% / Nul (3) : 1,22%
    G2 : YA (192 dilenner) : 78,37%  / KET (23) : 9,39% / GWENN (18) : 4,90% / Nul (12 ) : 7,35%

    • St-Riwal (29)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 152 (155 gant an eilroll)
    Kemer perzh : 22 (3 war an eiroll)
    Feur perzhiañ gant an eilroll: 14,19%
    Feur perzhiañ hep an eilroll : 12,5%

    G1 : YA : 95,4% / KET: 4,6% / GWENN : 0%
    G2 : YA : 63,6% / KET : 22,7% / GWENN: 13,7%

    • Lokmelar (29)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 349 (353 gant an eilroll)
    Kemer perzh : 64 (4 war an eiroll)
    Feur perzhiañ gant an eilroll: 18,13%
    Feur perzhiañ hep an eilroll : 17,19%

    G1 : YA (59 dilenner) :  92,19% / KET (3): 4,69% / GWENN  (1) : 1,56% / Nul (1) : 1,56%
    G2 : YA (58 dilenner): 90,625%  / NON (2) : 3,125%/ GWENN (2 ) : 3,125% / Nul (2) : 3,125%

  • Sikourit Dibab evit aozañ votadegoù Miz Mezheven !

                                              KINNIG HOR RAKTRES DRE AR MUNUD

    Goude bezañ aozet ur votadeg kentañ e Sant-Widel (44), d’an 30 a viz Du 2014, hag un eil e Langoued (35) ha Soudan (44), d’an 8 a viz C’hwevrer 2015, emañ ar gensavenn DIBAB-DECIDEZ LA BRETAGNE o labourat a-zevri da sevel un trede votadeg, gant ar soñj d’ober kemend-all er muiañ a gumunioù posubl e Breizh a-benn ar bloaz 2016.

    8 kumun eus 5 departamant Breizh a voto e miz Mezheven! Mont a ra war-raok! Ruzieg, Nozieg e Liger-Atlantel, Rianteg er Mor-Bihan, Kaveneg en Il-ha-Gwilen,Kommanna hag Ar C’hloastr-Plourin e Penn-ar-Bed a voto d’ar 7 a viz Mezheven. Tud Aweneg-Vihan e bro Gastelbriand a voto d’ar 14. Dre an trede koulzad votadegoù-mañ eo 17000 anezad a c’hello reiñ o soñj diwar-benn an adunaniñ ha krouidigezh Bodadeg Breizh. War-lerc’h bezañ klevet kontañ kaoz diwar-benn adstummañ an tiriad ha dreist-holl kartenn ar rannvroioù, eo anat deomp-ni, stourmerien ha stourmerezed an adunaniñ, ec’h eo stanket ar stourm da vat gant an ensavadurioù. Daoust d’ar manifestadegoù, d’ar sontadegoù, da gomzoù brav ar strollegezhioù, e chom bouzar ha dall ar gouarnamant dirak bolontez ur Vreizh adkavet ganti he femp departamant. Daoust da labour un nebeud dilennidi ne da ket ar stourm war-raok hag e chom diseblant-kaer ar Stad c’hall. Ha padal, petra dalvez stourm an adunaniñ evidomp-ni ? Muioc’h a c’halloudoù gant Breizh, evit bezañ oberiant, war an dachenn ekonomikel, evit difenn an endro, evit broudañ ar justis etre an tiriadoù hag etre an dud.

    Forom Kinnig Dibab - Roazhon - 25/10/2014

    Forom Kinnig Dibab – Roazhon – 25/10/2014

    Adsellit ouzh videoioù forom kinnig Dibab e Roazhon d’ar 25/10/2014 :

    Gouzout a ouiomp ervat emañ stanket an hent, ec’h a war wanaat ar fiziañs en demokratelezh, e kav d’an dud n’o deus galloud ebet, se zo kaoz hon eus savet « DIBAB-Décidez la Bretagne ». Aozañ votadegoù keodedel e kumunioù Breizh eo pal hor strollad, ha n’eo liammet ouzh strollad politikel ebet. Daou c’houlenn zo savet ouzh an dud : hini an adunaniñ, hag hini ur Vodadenn evit Breizh ac’h afe ar pemp kuzul-departamant hag ar c’huzul-rannvro d’ober anezhi. Sikour lañsañ votadegoù a reomp-ni  ha krouiñ ostilhoù evit kabaliñ er c’humunioù ma vo graet ar votadegoù, evit broudañ ar geodedourien da vont a-du gant an temoù kinniget.

    Votadeg kentañ e St-Widel - 30/11/2014

    Votadeg kentañ e St-Widel – 30/11/2014

                                                       Adsellit Reportaj Keleier Frañs 3 – Votadeg St-Widel

    E-giz-se e fell da DIBAB mont davet ar boblañs ha reiñ ar gaoz en-dro d’ar geodedourien ha d’ar c’heodedourezed Goulenn ma vo adunanet Breizh ha roet dezhi ur stumm ensavadur nevez ha war un dro profitañ evit kaozeal eus ar gevredigezh a fell deomp evit Breizh en amzer da zont. Un digarez ivez da vroudañ un demokratelezh wir ha da sevel ur c’heñver-nerzh evit kaout Breizh gant Bro Naoned ha gant ensavadurioù galloudus.

    poster

    Emaomp er mare-mañ oc’h aozañ votadegoù nevez a-benn miz Mezheven e 8 kumun lec’hiet e pemp departamant Breizh!

    Gant ar bobl he-unan e vez aozet hag arc’hantaouet ar votadegoù-se. Un toullad mat a votadegoù a rankimp lakaat war-sav evit ma vo tizhet an holl skouarnioù.

    N’eo ket diwar netra e c’heller labourat a-youl avat : moullañ an dafar kabaliñ, ar bilhedoù-mouezhiañ, ar skritelloù, ha miret salioù a rankomp ober.

                                    Da betra dastum arc’hant ?

    Setu rakvudjed votadegoù miz Mezheven :

    – Moullañ an disklêriadur a feiz 4 fajennad (25.000 deus outañ) = 1200 euro

    – Moullañ skritelloù 40*60sm (400) / 60*80sm (400) = 500 euro

    – Moullañ 500 levrig DIBAB = 350 euro

    – Moullañ 15.000 bilhed-votiñ = 150 euro

    –  Prenañ gitonioù= 200 euro

    –  Prenañ goloioù = 100 euro

    – Sammad arc’hant evit votadegoù miz Mezheven = 2500 euro

    Ma ‘z afemp en tu-hont da 2500 euro e c’hellfemp marteze ober un DVD gant videoioù ar forom-lañsañ, prenañ ur video-banner, ur sono bihan, piv oar,…

    Penaos ober evit harpañ DibabDre hor c’houlzad arc’hantaouiñ war an internetKISS KISS BANK BANK roit un tamm arc’hantEmezelit !

    Evit ma vo hon dafar a-live gant hor c’hoant da cheñch penn d’ar vazh e Breizh ! Trugarez evit ho skoazell da zDibab !

  • Rattachement de la Loire-Atlantique à la Bretagne : nouvelle vague de votations en juin (France 3)

    SOURCE : France 3 – 28/04/2015

    Par Krystell Veillard

    17 000 habitants concernés sur les 5 départements. L’association DIBAB – Décidez la Bretagne organise en juin une nouvelle vague de votations citoyennes symbolique, dans 8 communes, sur la réunification de la Bretagne. Après Saint-Viaud (44) en novembre, puis Soudan (44) et Langouët (35) en février.

    Ce mois de juin, huit communes bretonnes et de Loire-Atlantique seront concernées par des votations citoyennes sur le rattachement de la Loire-Atlantique à la Bretagne, organisées par l’association DIBAB – Décidez la Bretagne. Ces votations symboliques, sont organisée le 7 juin, à Nozay et Rougé pour la Loire-Atlantique, Chevaigné pour l’Ille-et-Vilaine, Plounévez-Moëdec pour les Côtes d’Armor, Riantec pour le Morbihan, Commana et Le Cloître St-Thégonnec pour le Finistère. Les habitants du Petit Auverné, en Loire-Atlantique, pourront, eux, voter le 14 juin.
    Plus de 17 000 personnes auront ainsi la possibilité de s’exprimer sur les deux sujets soumis au vote, dont les questions sont  :

    • Êtes-vous pour la création d’une nouvelle région Bretagne intégrant la Loire-Atlantique et les quatre autres départements bretons ?
    • Êtes-vous pour la fusion des conseils départementaux et du conseil régional au sein d’une seule et même Assemblée de Bretagne ?

    L’association DIBAB – Décidez la Bretagne entend poursuivre ces campagnes de votations pour permettre aux habitants de la Bretagne de s’exprimer sur leur cadre institutionnel. Entièrement autofinancée, la plate-forme a lancé une opération de financement participatif pour couvrir les coûts de la campagne, ainsi qu’une campagne d’adhésion.

  • Nouvelle vague de votations : 17 000 habitants concernés sur les 5 départements bretons

    L’association DIBAB – Décidez la Bretagne, qui organise des votations citoyennes sur la réunification et l’Assemblée de Bretagne, entame sa troisième vague de consultations dans les communes. Après une première édition à Saint-Viaud (44) en novembre dernier, puis à Soudan (44) et Langouët (35) en février, Dibab-Décidez la Bretagne place la barre encore plus haut.

    Au mois de juin, huit communes, sur les cinq départements bretons, seront concernées par des votations citoyennes organisées par DIBAB-Décidez la Bretagne . Plus de 17 000 personnes auront la possibilité de s’exprimer sur les deux sujets soumis au vote par le biais de votations entièrement auto-organisées.

    L’association DIBAB – Décidez la Bretagne entend poursuivre de plus en plus massivement les campagnes de votations pour permettre aux habitants de la Bretagne de s’exprimer sur leur cadre institutionnel. Entièrement autofinancée, la plateforme a d’ailleurs lancé une opération de financement participatif pour couvrir les coûts de la campagne, ainsi qu’une campagne d’adhésion.

    Les communes concernées par la 3e vague de votations sont : le 7 juin, Nozay et Rougé pour la Loire-Atlantique, Chevaigné pour l’Ille-et-Vilaine, Plounévez-Moëdec pour les Côtes d’Armor, Riantec pour le Morbihan, Commana et Le Cloître St-Thégonnec pour le Finistère. Les habitants du Petit Auverné, en Loire-Atlantique, pourront, eux, voter le 14 juin.

  • Adhérez à l’association DIBAB – Décidez le Bretagne !

    Adhérer à l’association DIBAB · Décidez la Bretagne

    Rejoignez l'association DIBAB · Décidez la Bretagne en devenant membre bienfaiteur. Plus nous serons nombreux, plus le nombre de votations citoyennes sera élevé !

    Afin que nos moyens soient à la hauteur de nos ambitions pour la Bretagne, nous vous proposons de…


    Cotiser

    Le montant minimum de la cotisation annuelle est de 10 euros. Un barème indicatif vous est cependant proposé sur le formulaire d'inscription, si vous souhaitez cotiser en fonction de vos revenus.

    Le formulaire d'inscription est à nous retourner dûment complété et accompagné d’un chèque bancaire ou postal.

    DIBAB · Décidez la Bretagne
    28 Rue de Couëré – 44110 CHÂTEAUBRIANT
    F-BRETAGNE

    Faire un don

    Nous avons besoin de votre soutien financier, aussi minime soit-il. Merci de nous envoyer vos dons par chèque bancaire ou postal à l'adresse ci-contre (au centre), ou bien de procéder à un versement électronique via la plateforme de paiement 100% sécurisée

    Paypal