SOURCE : Ya! – 10/10/2014
D’ar 27 a viz Gwengolo e vanifeste ur mor a dud e Naoned evit ma vefe adunanet Breizh gant departamant al Liger Atlantel.
Ur mor a dud a oa e straedoù Naoned, ha n’eo ket marteze ! Pa embanne ar prefeti e oa bet 13 000 den e tiskuilhe ar gevredigezh e oa bet bodet muioc’h eget 40 000 den. Diaes eo bezañ sklaeroc’h. Adembann komzoù un nebeud tud a zo bet o sellet ouzh ar vanifestadeg a c’heller ober, en o zouez kazetennerien ar “Petit Journal” eus Canal+ hag o deus filmet diehan an dibunadeg penn da benn. Hervez ar pezh o deus filmet e pade an dibuniñ 40 munutenn. Ar memes padelezh a zo bet embannet lec’h-mañ-lec’h gant arsellerien all. Peadra da soñjal eo tostoc’h sifr Breizh Unvan ouzh ar wirionez. Ur berzh bras eo bet evit an aozerien hag an holl re o doa galvet da vont !
Pevar istrogell
Digudenn eo bet ar vanifestadeg ; difeuls ha doujus eo bet an holl berzhidi a-hed an devezh. Koulskoude tri devezh war-lec’h e teue kazetennoù ‘zo da venegiñ diotiz 4 faour kaezh den, kinniget evel “stourmerien breton” anezho, deuet da saotrañ fin ar sadornvezh brav a oa bet e Naoned.
Ouzhpenn kaout komzoù ha jestroù gouennelour e oant bet feuls gant gwazourien an tramgarr. Daoust ma ne bouezont ket kalz a dra e-keñver an 39996 den all eo bet trawalc’h evit ma vefe rediet an aozerien, hag ar genaozerien, da gehentiñ, ur wech c’hoazh, o lârout n’int ket a-du gant seurt mennozhioù.
N’eo ket gounezet !
Daoust d’ar re-se e chomo manifestadeg ar 27 a viz Gwengolo 2014, unan eus ar re vravañ ‘zo bet evit goulenn an adunvaniñ. Koulskoude, goude an abadenn, ne oa ket kendrec’het an holl ez afe war-raok an afer-mañ, ket gant hentenn ar parlamant, d’an nebeutañ.
Sklaer a-walc’h e oa gant prezegenn Jean-Michel Le Boulanger, pa lâre “e vo hir an hent c’hoazh”. Caroline Ollivro, e anv ar strollad Breizh Europa, a embanne : “Unvanet e vo Breizh, pe gant asant parlamant Bro-C’hall, pe heptañ.” Hag hi da ouzhpennañ “Anat eo ne fell ket da bolitikerien Bro-C’hall e vefe unvanet Breizh !” Deus o zu e anzave izili ar gevredigezh 44=BZH, int ivez, “bezañ gwazhwelus-tre e-keñver an adunvaniezh goude an adreizhañ tiriadel.”
Demokratelezh !
Ken stanket eo hent an adunvaniezh gant parlamant Bro-C’hall ma vo roet lañs d’un hentenn nevez gant tud 44=BZH. Unan savet diwar skouer ar pezh a c’hoarvez e Bro-Skos ha Katalunia. Savet o deus “Dibab”, ul “lec’h eskemm” eo hemañ hag a zo e bal sevel votadegoù, referendomoù, er muiañ posupl a gumunioù eus Breizh hag eus al Liger-Atlantel diwar-benn an adunvaniñ.
Roet vo lañs da “zDibab” en un doare ofisiel da geñver ur forum a vo dalc’het e Roazhon d’ar 25 a viz Here. Ar votadeg kentañ a zlefe bezañ dalc’het e Liger-Atlantel d’an 30 a viz Du. Diskuilhet e vo anv ar gumun gentañ e-kreiz miz Here. Gant ma vo, a benn ar fin, adlakaet an demokratelezh e-kreiz ar jeu !
G.P.