
Sikourit Dibab evit aozañ votadegoù Miz Mezheven !
KINNIG HOR RAKTRES DRE AR MUNUD
Goude bezañ aozet ur votadeg kentañ e Sant-Widel (44), d’an 30 a viz Du 2014, hag un eil e Langoued (35) ha Soudan (44), d’an 8 a viz C’hwevrer 2015, emañ ar gensavenn DIBAB-DECIDEZ LA BRETAGNE o labourat a-zevri da sevel un trede votadeg, gant ar soñj d’ober kemend-all er muiañ a gumunioù posubl e Breizh a-benn ar bloaz 2016.
8 kumun eus 5 departamant Breizh a voto e miz Mezheven! Mont a ra war-raok! Ruzieg, Nozieg e Liger-Atlantel, Rianteg er Mor-Bihan, Kaveneg en Il-ha-Gwilen,Kommanna hag Ar C’hloastr-Plourin e Penn-ar-Bed a voto d’ar 7 a viz Mezheven. Tud Aweneg-Vihan e bro Gastelbriand a voto d’ar 14. Dre an trede koulzad votadegoù-mañ eo 17000 anezad a c’hello reiñ o soñj diwar-benn an adunaniñ ha krouidigezh Bodadeg Breizh. War-lerc’h bezañ klevet kontañ kaoz diwar-benn adstummañ an tiriad ha dreist-holl kartenn ar rannvroioù, eo anat deomp-ni, stourmerien ha stourmerezed an adunaniñ, ec’h eo stanket ar stourm da vat gant an ensavadurioù. Daoust d’ar manifestadegoù, d’ar sontadegoù, da gomzoù brav ar strollegezhioù, e chom bouzar ha dall ar gouarnamant dirak bolontez ur Vreizh adkavet ganti he femp departamant. Daoust da labour un nebeud dilennidi ne da ket ar stourm war-raok hag e chom diseblant-kaer ar Stad c’hall. Ha padal, petra dalvez stourm an adunaniñ evidomp-ni ? Muioc’h a c’halloudoù gant Breizh, evit bezañ oberiant, war an dachenn ekonomikel, evit difenn an endro, evit broudañ ar justis etre an tiriadoù hag etre an dud.
Adsellit ouzh videoioù forom kinnig Dibab e Roazhon d’ar 25/10/2014 :
Gouzout a ouiomp ervat emañ stanket an hent, ec’h a war wanaat ar fiziañs en demokratelezh, e kav d’an dud n’o deus galloud ebet, se zo kaoz hon eus savet « DIBAB-Décidez la Bretagne ». Aozañ votadegoù keodedel e kumunioù Breizh eo pal hor strollad, ha n’eo liammet ouzh strollad politikel ebet. Daou c’houlenn zo savet ouzh an dud : hini an adunaniñ, hag hini ur Vodadenn evit Breizh ac’h afe ar pemp kuzul-departamant hag ar c’huzul-rannvro d’ober anezhi. Sikour lañsañ votadegoù a reomp-ni ha krouiñ ostilhoù evit kabaliñ er c’humunioù ma vo graet ar votadegoù, evit broudañ ar geodedourien da vont a-du gant an temoù kinniget.
Adsellit Reportaj Keleier Frañs 3 – Votadeg St-Widel
E-giz-se e fell da DIBAB mont davet ar boblañs ha reiñ ar gaoz en-dro d’ar geodedourien ha d’ar c’heodedourezed Goulenn ma vo adunanet Breizh ha roet dezhi ur stumm ensavadur nevez ha war un dro profitañ evit kaozeal eus ar gevredigezh a fell deomp evit Breizh en amzer da zont. Un digarez ivez da vroudañ un demokratelezh wir ha da sevel ur c’heñver-nerzh evit kaout Breizh gant Bro Naoned ha gant ensavadurioù galloudus.
Emaomp er mare-mañ oc’h aozañ votadegoù nevez a-benn miz Mezheven e 8 kumun lec’hiet e pemp departamant Breizh!
Gant ar bobl he-unan e vez aozet hag arc’hantaouet ar votadegoù-se. Un toullad mat a votadegoù a rankimp lakaat war-sav evit ma vo tizhet an holl skouarnioù.
N’eo ket diwar netra e c’heller labourat a-youl avat : moullañ an dafar kabaliñ, ar bilhedoù-mouezhiañ, ar skritelloù, ha miret salioù a rankomp ober.
- Votadeg Langoued (35)
- Votadeg Langoued (35)
- Votadeg Soudan (44)
- Votadeg Soudan (44)
Da betra dastum arc’hant ?
Setu rakvudjed votadegoù miz Mezheven :
– Moullañ an disklêriadur a feiz 4 fajennad (25.000 deus outañ) = 1200 euro
– Moullañ skritelloù 40*60sm (400) / 60*80sm (400) = 500 euro
– Moullañ 500 levrig DIBAB = 350 euro
– Moullañ 15.000 bilhed-votiñ = 150 euro
– Prenañ gitonioù= 200 euro
– Prenañ goloioù = 100 euro
– Sammad arc’hant evit votadegoù miz Mezheven = 2500 euro
Ma ‘z afemp en tu-hont da 2500 euro e c’hellfemp marteze ober un DVD gant videoioù ar forom-lañsañ, prenañ ur video-banner, ur sono bihan, piv oar,…
Penaos ober evit harpañ Dibab ? Dre hor c’houlzad arc’hantaouiñ war an internet : KISS KISS BANK BANK roit un tamm arc’hant ! Emezelit !
Evit ma vo hon dafar a-live gant hor c’hoant da cheñch penn d’ar vazh e Breizh ! Trugarez evit ho skoazell da zDibab !