• Dibab : em-renkañ da gaout galloud politikel e Breizh.

    Elfennoù pennañ war an tachennoù politikel ha yezhel

    Evel Iwerzhon, Breizh a oa unvan. Evel Skos, Katalonia hag ar Vro Vask eo bet Breizh dizalc’h. Evel Iwerzhon, Kembre, Skos, Kerne-veur hag Enez Vanav o deus ar Vretoned o yezh dezho, ar brezhoneg, ur yezh keltiek hag a vez komzet gant 200 000 a dud diwar ar 4,5 milion o chom er vro.

    « Bro » a vez implijet gant an daou strollad dizalc’hour (Breizhistance – tu-kleiz pellañ) hag ar Parti Breton (a-zehoù). « Rannvro » a vez implijet gant ar strolladoù emrenour (UDB – a-gleiz, Nous te ferons Bretagne a-gleiz kreiz & Breizh-Europa – dehoù-kreiz).

    Goude ma vez an tu-kreñv gant ar strolladoù politikel gall en dilennadegoù o deus an disrannourien hag an emrenerien tud dilennet er c’huzulioù kêr hag ar c’huzulioù-meur.

    Adreizh tiriadel Gall 2014

    Petra eo ar Rannvro er Stad gall ? Dre ma’z eo kreizennet ar Stad gall n’o deus ket ar 15 Rannvro a c’halloud politikel ha bihan eo o budjed evit fed an ekonomiezh (dezougen, terkadur) hag an deskadurezh. Ken 1,4 miliard a euroioù en holl, pezh a ra 437E dre benn. Anv ebet eus devolution evel a vez gant Breujoù Kembre ha Skos.

    Abaoe 1941 eo bet tennet departamant al Liger-Atlantel (su Breizh en-dro d’ar gêr vras a Naoned) diouzh Breizh. Abaoe deroù ar bloazioù 1970 ez eus bet stourmet da adunaniñ Bro-Vreizh.

    Kalz tud a gave dezho e oa lezenn tiriadoù 2014 ur chañsadenn evit unanidigezh Breizh.

    Etre miz Ebrel ha miz Gwengolo ez eus bet teir manifestadeg vras e Naoned da c’houlenn a-bouez-penn adunaniñ Breizh. N’o deus bet tamm levezon war ar gouarnamant gall peogwir en deus divizet derc’hel al Liger-Atlantel er-maez eus Breizh.

    Al lezenn a oa voe votet e miz Meurzh 2015 : ar rannvro Liger-Atlantel a chomo e Broioù-al-Liger.

    Perak krouiñ Dibab?

    E miz Gwengolo 2014 e voe krouet an aozadur Dibab pa oa ar gouarnamant gall o sevel an aozadur rannvroel nevez.

    An adreizh tiriadel gall a oa bet divizet etre politikourien re sorbet gant o galloud dezho. N’o doa ket selaouet ouzh c’hoantoù ar bobl. N’o doa ket goulennet ali digant ar bobl.

    E miz Gwengolo 2014, goude muioc’h eget 40 bloavezh a vanifestadegoù, oberelourien evit an adunvanidigezha zivizas e oa poent sevel un doare all da dizhout o fal. Klemm ne oa ket a-walc’h.

    Em-renkañ da gaout galloud politikel e Breizh.

    Ouzhpenn, nebeutoc’h-nebeutañ a dud er Stad c’hall a ziskouez bout atapiet gant an dilennadegoù hag ar vuhez politikel. Gant an daou graf-se, un dornad oberelourien evit an unvanidigezh a zivizas krouiñ Dibab.

    – Ha mat eo deoc’h e vefe adunvanet Breizh pe get  ?

    – Ha mat eo deoc’h e vefe savet un dael da Vreizh pe get ?

    Diwar an daou c’houlenn-se e faotfe deomp lakaat ar gaoz war ar mod da sevel un dazont evit Breizh. Un dazont a vefe tostoc’h ouzh an dud ha demokrateloc’h ivez. Krouiñ ul liamm kreñvoc’h etre an dud, an ekonomiezh hag an endro hor befe c’hoant d’ober.

    Dre ma n’eo ket bet goulennet o soñj ouzh an dud gant gouarnamant bro-Frañs ez eo ganeomp eo e vo graet !

    Ar votadeg a zo bet aozet ha savet ganeomp-ni eta. Sed ur skouer a zemokratelezh lec’hel evel ma kaver e bro-Suis a-zivout skoselloù sokial pe c’hoazh e Katalonia a-ziwar an dizalc’herezh a-c’houde 2008. N’eo ket ofisial hor botadeg evel m’eo e Katalonia, neoazh seul vuioc’h a gêrioù a gemero perzh enni seul vuioc’h a bouez a vo roet d’ar sujed-mañ en divizoù.

    Ar gentañ botadeg bet graet e Katalonia gant ur c’huzul-kêr a oa bet aozet e 2008 anezhi. Goudevezh eo bet aozet botadegoù gant kantadoù a gêrioù.

    Evel-just eo bet levezonet hor mennozhioù gant an argerzh o tegouezhout e Katalonia hag an diorren e Bro-Skos.

    D’ar 25 a viz Here 2014 hor boa pedet derc’houezouien gatalonian ha skosat evit eskemm war o skiant prenet ha furmekaet e voe krouidigezh Dibab war an dro-se : Quim ARRUFAT (MP evit an tu kleiz pellañ CUP) ha Robin BRUCE (oberelour evit ar Ya da geñver ar c’houlzad dizalc’hiezh skosek).

    Petra a cheñchfe ma vefe adunvanet Breizh ? Breizh adunvanet zo 2800 km hir hec’h aodoù, 4,5 milion a dud he foblañs, 34000 km² he gorread (32000 eo hini Beljia ha 20200 hini Slovenia), ha bez emañ ganti danvez diorren ekonomikel bras-tre evit a sell ouzh an energiezhioù glas (gant nerzh an dour pe an avel). Petra a cheñchfe m’he defe Breizh ur Parlamant ? Adunvanet e vefe pemp departamant Breizh ha Rannvro Breizh a-vremañ gant ar Parlamant (sellout ouzh penn-kentañ ar pennad). O lakaat budjetoù ar pemp departamant hag ar Rannvro Breizh a-vremañ asambles, e vefe brasoc’h hini ar Parlamant, 6 bilion (?) a euroioù. Gant a walc’h a c’halloud e vefe tu d’ar Parlamant bezañ tost ouzh an dud ha gouest e vefe da labourat diwar-benn ar gevatalded en departamantoù.

    Votadegoù o vont war-raok

    Aozet hon eus tri votadeg abaoe miz Du 2014, e Sant-Widel-Skovrid, Langoed ha Saoudan. Votet ez eus bet gant 20% eus ar boblañs bep tro (e Katalonia e vez war-dro 30% alies). Etre 75% ha 80% eus ar voterien o doa dibabet an adunvaniñ hag ar Parlamant.

    E miz Mezheven emaomp o vont da aozañ muioc’h a votadegoù : 8 anezhe a vo dalc’het er pemp departamant ar vro.Tro a vo roet evel-se da ouzhpenn 17 000 a dud da reiñ o soñj war an daou graf lakaet da votiñ warno dre votadegoù aozet penn-da-benn gant an dud o-unan. Setu aze ar c’humunioù a sell an trede lankad votadegoù outo : d’ar 7 a viz Mezheven, Nozieg ha Ruzieg el Liger-Atlantel, Kavaneg en Il-ha-Gwilen, Plounevez-Moedeg en Aodoù-an-Avor, Rianteg er Mor-Bihan, Kommanna hag ar C’loastr-Plourin e Penn-ar-Bed. Tud Arwerneg-Vihan, int, a c’hallo votiñ d’ar 14 a viz Mezheven.

    Ha derc’hel a raimp gant se betek fin ar bloaz, d’an nebeutañ !

    Fabris CADOU, evit an aozadur DIBAB