• Dibab e Kemper (Ya!)

    SOURCE : Ya! – 21/11/2014

    Goude bezañ roet lañs d’ur benveg nevez, Dibab, e Roazhon, nevez ‘zo, e teue paotred ha merc’hed 44=Breizh betek Kemper evit brudañ o stourm.

    Gant Judit Cusido e oa bet roet lañs d’an eskemmoù, o reiñ sifroù ha titouroù war ar mod e oa bet kaset war-raok ar votadegoù e Bro-Gatalunya. Hag hi da zisplegañ ne oa vot an 9 a viz Du nemet disoc’h ur c’houlzad lañset pell a oa. “Etre 2008 ha 2010, da skouer, zo bet kaset da benn votadegoù evit pe a-enep an emrenerezh e 518 kumun war an 947 a gonter e Katalunya.” emezi. Goude e voe tro da vMikael Bodlore-Pennlaez da ziskouez meur a gartenn evit reiñ da gompren penaos e oa bet kemmet-digemmet kartenn ar rannvroioù er Frañs, ur “France Charcutée” evel ma vez meneget en e levr diwezhañ. Naig Gars, e anv ar rannvro he deus kroget gant kadarnaat ar sifroù meneget gant he c’hendivizer kent, o tiskouez pegen bihan eo Breizh a-fet budjed da geñver rannvroioù all, dezho budjedoù 20 gwech brasoc’h. Goude he deus displeget ar raktres politikel a zo da lakaat e plas, kerkent hag en em gavet gant ur Breizh pemp departamant, ur vodadenn vroadel o veskañ ar pemp departamant hag ar rannvro.

    Klevet mouezh an dud

    Ur wech displeget ar palioù hag an doareoù he deus kemeret Catherine Milin ar gaoz evit displegañ penaos ha perak aozañ votadegoù lec’hel, o kemer skouer war ar votadegoù a zo bet evit dilenn danvez-prezidant ar PS en dilennadegoù prezidant. “Reolennoù a zo war ar votadegoù-se. Ne c’hell ket ar servijoù publik sevel a-enep. Bez’ e rankont prestiñ dafar ha salioù.” eme Catherine Milin, o reiñ da c’houzout n’eo ket rediet an ti-kêr d’en ober e-unan. Ar votadeg-mañ n’he deus tamm talvoudegezh ofisiel kennebeut, met reiñ a ra da c’houzout petra eo santimant an dud. “Evit se n’omp ket sur eus netra. Dibabet hon eus Saint-Viaud, dezhi ouzhpenn 2 000 annezad, peogwir hon doa darempredoù mat gant ar maer. Ouzhpenn da se eo ar gumun e-lec’h ma vez kemeret ar muiañ a berzh er votadegoù.” emezi.

    Goude ar gumun-se e vo gortozet miz Genver evit dibab an doare ma vo votet e lec’h all e Breizh. Da c’hortoz e vo aozet emvodoù all. Ur c’homite lec’hel a zo bet krouet e Kemper.