• Deskiñ votiñ evit e vro (Ya!)

    MAMMENN : Ya! – 07/11/2014

    D’ar sadorn 25 dremenet e oa bet aozet gant ar gevredigezh « DIBAB — DÉCIDEZ LA BRETAGNE » ur forum foran e Sal ar C’heoded, e Roazhon. Ouzhpenn d’en em ginnig e talveze an darvoud-mañ da ziskouez ha da eskemm war al labour kaset da benn gant stourmerien katalan, skosat pe euskarat evit o bro. En teir bro-se e oa bet aozet votadegoù keodedel evit reiñ tro d’an dud embann o ali war emrenerezh pe dizalc’hidiezh o bro.

    Dirak ur c’hant ugent bennak a dud o deus kontet Yann Choucq ha Quim Arrufat, dileuriad er parlamant katalan, penaos e oa bet aozet bodadegoù e Kataluña evit goulenn dizalc’hidigezh ar vro. Deuet e oa Robin Bruce, eñ, eus Bro-Skos da zisplegañ penaos e oa bet aozet ar referendom eno nevez ‘zo.
    Evit ober anv eus Euskadi e oa bet aterset Jean-Pierre MASSIAS, kelenner war ar gwir e skol-veur Pau-Baiona.
    Gant ar forom-se e felle da zDibab reiñ c’hoant da gement hini tomm ouzh Breizh aozañ seurt votadegoù en e gumun.

    Ur benveg pedagogel

    N’eo ket pal Dibab luskañ ar votadegoù o-unan : kentoc’h ez eus c’hoant ganto sikour un dibab keodedel. “Ur benveg pedagogel” a reas outañ Ana Sohier, en he frezegenn-digeriñ, graet evit deskiñ d’an dud penaos sevel ha kas da benn ur raktres votadegoù. Gwall simpl eo ar mont-en-dro met diazezet eo war ur gwir dianav da lod vrasañ ar geodediz. Pep hini en deus ar gwir da c’houlenn digant e di-kêr listenn voterien ar gumun, gant ma n’eo ket evit un implij armerzhel. Goude-se ne chom ken nemet kavout al lec’h hag an dafar hag a c’hell bezañ feurmet pe prestet gant an ti-kêr. Allas, hervez lezenn n’eus pouez politikel ebet gant seurt votadegoù. “Votations*” int, ha n’eo ket ur referendom ofisiel.

    Votadegoù da zont

    E-kerzh eil lodenn ar forom en deus embannet Jonathan Guillaume e vefe kaset ur votadeg gentañ e Sant-Viaud (44) evit goulenn adstagidigezh al Liger-Atlantel ha addigoradur Breujoù Breizh. Ar votadeg-se a vo ur c’hentañ taol-arnod evit aozañ “gwagennoù” votadegoù bep trimiziad. Setu amañ pouez politikel ar votadegoù-se : embann sklaer hag anat, ha war ur steuñv diouzh lezenn, c’hoant annezidi Breizh da gaout ur galloud war o bro. Diazezañ ar goulennoù-se war abegoù all estreget reoù sevenadurel pe istorel a zo bet mennozh Dibab. Kement all e vez arguzennet gant an ekonomiezh, an demografiezh, an nerzh politikel… A-drugarez da se e teu Dibab a-benn da zedenn tud a bep tu politkel hep bezañ ezel eus hini bennak ha youl a vez gant ar re zedennet : un dek kumun all bennak a zo aet e darempred gant Dibab dija ha war ar c’hant ugent den deuet d’ar forom e oa pase an hanter o deus goulennet bezañ kelaouet war mont-en-dro al luskad.

    E.JP.

    * ar ger “votations” a vez implijet aesoc’h eget “référendum”, pa vefe tu rebech drougimplij ur gêr a denn d’ar gwir gall. Padal e teu ar ger “votations” eus ar gwir swis.