• Disoc’hou votadegoù Dibab e Langoed hag e Saoudan

    D’ar Sul 8 a viz C’hwevrer 2015 eo bet aozet gant ar gensavenn Dibab – Décidez la Bretagne div votadeg nevez e Saoudan (44) et de Langoed (35), goude hini Sant-Widel-Skovrid e miz Du diwezhañ. Ar goulennoù a oa ar memes re an dro-mañ c’hoazh (sellet amañ dindan). Evit reiñ ar gaoz d’ar geoderourien war adunaniñ ar vro ha sevel ur Vodadenn evit Breizh he deus kaset da benn ar gensavenn Dibab – Décidez la Bretagne ur pezh labour asambles gant tud a-youl-vat ar gumunioù-se evit kelaouiñ ha kizidikaat yann annezad.

    Setu an disoc’hoù bet disul da noz :

    LANGOED :

    Kemer perzh : 19,65% (402 den enskrivet, 79 voter)

    1) “Hag a-du emaoc’h evit ma vefe krouet ur rannvro Breizh nevez gant Liger-Atlantel hag ar pevar departmant Breizh all ? “

    YA :  75,95% (60 vot)


    KET : 12,66% (10 vot)

    GWENN : 10,13% (8 vot)

    NUL : 1,27% (1 nul)

    2) “Hag a-du emaoc’h evit ma vefe kendeuzet ar c’huzulioù departamant gant kuzul Rannvro Breizh en ur Vodadenn evit Breizh ?

    YA : 81,01% (64 vot)

    KET : 10,13% (8 vot)

    GWENN : 3,80% (3 vot)


    NUL : 5,06% (4 nul)

    SOUDAN :

    Kemer perzh : 15,6% (1471 den enskrivet, 230 voter)

    1) « ADUNANIN »

    YA :  79,6% (183 vot)

    KET : 16,1% (37 vot)

    GWENN : 3,5% (8 vot)

    NUL : 0,9% (2 nul)

    2) « BODADENN BREIZH »

    YA : 72,2% (166 vot)

    KET : 15,2% (35 vot)

    GWENN : 9,1% (21 vot)


    NUL : 3,6% (8 nul)

    Laouen-tre eo ar gensavenn DIBAB gant disoc’hoù an div votadeg nevez-se. Daoust na vefe ket anv kement ken er mediaoù eus an temoù-se ha daoust d’ar vakañsoù e chom damheñvel ouzh Sant-Widel-Skovrid ar c’hemer perzh.

    Lakaat etre 15% hag 20% eus annezidi ur gumun da gemer perzh en ur votadeg diofisiel a zo un disoc’h kaer, ha diskouez a ra splann penaos e fell d’an dud gellet reiñ o soñj war adunaniñ ar vro hag ur raktres ensavadurel nevez evit Breizh.

    Derc’hel a ra DIBAB da c’houlenn ur referendum ofisiel met soñjal a ra deomp ez eo dre aozañ ur gwask demokratel e c’hello dont da wir. Gant votadegoù DIBAB e c’hellimp lakaat an dilennidi da gompren c’hoant ar bobl kement ha lakaat anezho da aozañ ur votadeg evit goulenn ali tud ar vro.

    Gervel a reomp eta ar geodedourien da gregiñ e-barzh ar raktres kinniget gant DIBAB evit gellet aozañ un toullad votadegoù nevez er mizvezhioù da zont.

    Ar gensavenn DIBAB – Décidez la Bretagne