• DIBAB : Koulzad donezonoù

    Goude bezañ aozet ur votadeg kentañ e Sant-Widel (44) d’an 30 a viz Du 2014, e Langoued (35) hag e Saoudan (44) d’an 8 a viz C’hwevrer 2015, ar gensavenn Dibab a labour er mare-mañ war aozadur an trede koulzad votadegoù. Kement-mañ gant ar pal da dizhout ar muiañ ar gwellañ kumunioù a-benn 2016.

    Emaomp oc’h aozañ votadegoù e meur a gumunioù e Liger-Atlantel, Bro An Oriant, Bro Roazhon, Bro Wengamp hag e Kreiz-Breizh a vo dalc’het a-benn miz Even.

    Ganimp penn-da-benn a vez aozet hag arc’hantaouet ar votadegoù diwar-benn an adunvaniñ ha krouidigezh Parlamant Breizh. Dav e vo mont war greskaat da vat ar votadegoù poblek-mañ evit ma pouezint war emdroadur politikel ha keodedel Breizh.

    Koustus eo ar votadegoù : moullañ ar rolloù-mennadoù, ar bilhedoù mouezhiañ, ar skritelloù evit kabaliñ ha feurm ar salioù.

    Evit ma c’hello hor palioù bezañ tizhet hon eus ezhomm deus ho skoazell !Pep donezon a gont !

    Penaos sikour Dibab-Décidez la Bretagne ?