• Adunvaniezh ha Bodadeg Vreizh : pemp kumun ouzhpenn o deus votet !

    Ar gevredigezh Dibab-Décidez la Bretagne he deus aozet votadegoù adarre. Pemp kumun o deus votet d’ar sul 18 a viz Here war an adnuvaniezh ha Bodadeg Vreizh. St-Ervlan (44), Malestreg (56), Ar Chapel-Karozh (56), Lokmelar (29) ha St-Riwal (29) o deus gellet reiñ o soñj. E-korf 11 miz eo bet roet eta hor gevredigezh tro da seitek kumun er pemp departamant da votiñ.

    Damheñvel eo disoc’hoù votadegoù disul ouzh reoù ar gwechoù tremenet, da lavaret eo e sav a-du krenn an dilennerien gant an adunvaniezh kement ha Bodadeg Vreizh. Ar feur perzhiañ a chom stabil a ziskouezh n’eo ket dister al lodenn eus ar boblañs a fell dezhi reiñ he soñj war emdroadur ensavadurel ar vro.

    E St-Ervlan eo deuet tost da 1000 den da votiñ. N’he deus ket ar gensavenn Dibab-Décidez la Bretagne da gaout mezh pa seller mat ouzh an niver a dud o deus votet evit votadegoù all aozet an dibenn-sizhun-mañ… Merzhet e vez c’hoazh eo aesoc’h kendrec’hiñ an dilennerien mont da votiñ e kumunioù war ar maez : etre 10 ha 18% anezhe o deus roet o soñj.

    Trugarekaat a ra ar gensavenn Dibab-Décidez La Bretagne an holl dud a youl-vat o deus kemeret perzh en aozadur, ur roll mil a-bouez o deus. Gervel a reomp aozañ ar muiañ a votadegoù ar gwellañ evit bezañ trec’h war ar gwir da gaout ur referundom ofisiel war an adunvaniezh ha Bodadeg Vreizh. Ha trec’h e c’hellimp bezañ gant ma yelo ar votadegoù war greskaat !

    D’an 8 a viz Du e vo ar votadeg o tont e Soulvac’h (44) hag e miz Meurzh e Sant-Sebastian-an-Enk (44).

    _________________________________________________________________________

    Goulennoù :

    G1/ « Hag a-du emaoc’h evit ma vefe krouet ur rannvro Breizh nevez gant Liger-Atlantel hag ar pevar departmant Breizh all ? “
    G2/ « Hag a-du emaoc’h evit ma vefe kendeuzet ar c’huzulioù departamant gant kuzul Rannvro Breizh en ur Vodadeg evit Breizh ?

    • St-Ervlan (44)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 30 087
    Kemer perzh : 902
    Feur perzhiañ : 2,997 %
    Dilenner ebet war an eilroll

    G1 : YA (797 dilenner) : 88,7%  / KET (92) : 10,2%  / GWENN (10) : 1,1% / Nul : 3 dilenner
    G2 : YA (711 dilenner) : 79,7% / KET (116) : 12,9% / GWENN (70) : 7,8% / Nul : 5 dilenner

    • Ar Chapel-Karozh (56)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 1075
    Kemer perzh : 103
    Feur perzhiañ : 9,58%
    Dilenner ebet war an eilroll

    G1 : YA (86 dilenner) : 86% / KET (11) 11% / GWENN (3) : 2,91% / Nul (3) : 2,91%
    G2 : YA (86 votants) : 83,50% / KET (11) 10,68% / GWENN (3) : 2,91% / Nul (3) : 2,91%

    • Malestreg (56)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 2019 (2024 gant an eilroll)
    Kemer perzh : 245 (5 war an eiroll)
    Feur perzhiañ gant an eilroll: 12,10%
    Feur perzhiañ hep an eilroll : 11,88%

    G1 : YA (228 dilenner) : 93,06%  / KET(13) : 5,31%  / GWENN (1) : 0,41% / Nul (3) : 1,22%
    G2 : YA (192 dilenner) : 78,37%  / KET (23) : 9,39% / GWENN (18) : 4,90% / Nul (12 ) : 7,35%

    • St-Riwal (29)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 152 (155 gant an eilroll)
    Kemer perzh : 22 (3 war an eiroll)
    Feur perzhiañ gant an eilroll: 14,19%
    Feur perzhiañ hep an eilroll : 12,5%

    G1 : YA : 95,4% / KET: 4,6% / GWENN : 0%
    G2 : YA : 63,6% / KET : 22,7% / GWENN: 13,7%

    • Lokmelar (29)

    Enskrivet war al listennadoù-votiñ : 349 (353 gant an eilroll)
    Kemer perzh : 64 (4 war an eiroll)
    Feur perzhiañ gant an eilroll: 18,13%
    Feur perzhiañ hep an eilroll : 17,19%

    G1 : YA (59 dilenner) :  92,19% / KET (3): 4,69% / GWENN  (1) : 1,56% / Nul (1) : 1,56%
    G2 : YA (58 dilenner): 90,625%  / NON (2) : 3,125%/ GWENN (2 ) : 3,125% / Nul (2) : 3,125%