
Adunvanidigezh ha Bodadenn Breizh : 2 votadeg all e Liger-Atlantel hag en Il-ha-Gwilen.
Votadegoù nevez a vo dalc’het e Saoudan (2000 annezad, 44) ha Langoed (600 annezad, 35) d’an 8 a viz C’hwevrer, goude bezañ aozet an hini gentañ e Sant-Widel(44) d’an 30 a viz Du 2014. Mat-tre e oa bet an disoc’hoù, pa oa deuet 20% eus ar boblañs da votiñ, hag en o zouez 75% o sevel a-du evit adstagañ Liger-Atlantel da Vreizh.
Fellout a ra d’ar gensavenn DIBAB-DECIDEZ LA BRETAGNE trugarekaat an annezidi o deus labouret start evit gwelet ar votadegoù dont da wir en o c’humun. Dre an ober-se e kasont war-raok an demokratelezh e Breizh.
Dipitet un tamm eo ar gensavenn DIBAB-DECIDEZ LA BRETAGNE memestra pa n’eus ket muioc’h a gumunioù evit an eil koulzad-mañ. Puilh eo bet an darempredoù avat, ha dilennadegoù-departamant miz Meurzh o deus chalet lod evit mont betek penn moarvat. Ne ra forzh, dalc’het e vo votadegoù all ur wech tremenet an dilennadegoù-se.
Ouzhpenn an eil koulzad votadegoù-mañ e vo dalc’het emvodoù-foran dre ar vro evit kinnig raktres DIBAB-DECIDEZ LA BRETAGNE hag eskemm warnañ. Menegiñ hini Sant-Ervlan (44) d’an 30 a viz Genver a c’heller, ha lod all a zo war sevel.
Pediñ a reomp an holl dud dedennet gant ar raktres a ginniger da grouiñ strolladoù lec’hel en o c’humun ha da vont e darempred gant ar gensavenn.
Ar gensavenn DIBAB-DECIDEZ LA BRETAGNE