• Deskiñ votiñ evit e vro (Ya!)

    MAMMENN : Ya! – 07/11/2014

    D’ar sadorn 25 dremenet e oa bet aozet gant ar gevredigezh « DIBAB — DÉCIDEZ LA BRETAGNE » ur forum foran e Sal ar C’heoded, e Roazhon. Ouzhpenn d’en em ginnig e talveze an darvoud-mañ da ziskouez ha da eskemm war al labour kaset da benn gant stourmerien katalan, skosat pe euskarat evit o bro. En teir bro-se e oa bet aozet votadegoù keodedel evit reiñ tro d’an dud embann o ali war emrenerezh pe dizalc’hidiezh o bro.

    Dirak ur c’hant ugent bennak a dud o deus kontet Yann Choucq ha Quim Arrufat, dileuriad er parlamant katalan, penaos e oa bet aozet bodadegoù e Kataluña evit goulenn dizalc’hidigezh ar vro. Deuet e oa Robin Bruce, eñ, eus Bro-Skos da zisplegañ penaos e oa bet aozet ar referendom eno nevez ‘zo.
    Evit ober anv eus Euskadi e oa bet aterset Jean-Pierre MASSIAS, kelenner war ar gwir e skol-veur Pau-Baiona.
    Gant ar forom-se e felle da zDibab reiñ c’hoant da gement hini tomm ouzh Breizh aozañ seurt votadegoù en e gumun.

    Ur benveg pedagogel

    N’eo ket pal Dibab luskañ ar votadegoù o-unan : kentoc’h ez eus c’hoant ganto sikour un dibab keodedel. “Ur benveg pedagogel” a reas outañ Ana Sohier, en he frezegenn-digeriñ, graet evit deskiñ d’an dud penaos sevel ha kas da benn ur raktres votadegoù. Gwall simpl eo ar mont-en-dro met diazezet eo war ur gwir dianav da lod vrasañ ar geodediz. Pep hini en deus ar gwir da c’houlenn digant e di-kêr listenn voterien ar gumun, gant ma n’eo ket evit un implij armerzhel. Goude-se ne chom ken nemet kavout al lec’h hag an dafar hag a c’hell bezañ feurmet pe prestet gant an ti-kêr. Allas, hervez lezenn n’eus pouez politikel ebet gant seurt votadegoù. “Votations*” int, ha n’eo ket ur referendom ofisiel.

    Votadegoù da zont

    E-kerzh eil lodenn ar forom en deus embannet Jonathan Guillaume e vefe kaset ur votadeg gentañ e Sant-Viaud (44) evit goulenn adstagidigezh al Liger-Atlantel ha addigoradur Breujoù Breizh. Ar votadeg-se a vo ur c’hentañ taol-arnod evit aozañ “gwagennoù” votadegoù bep trimiziad. Setu amañ pouez politikel ar votadegoù-se : embann sklaer hag anat, ha war ur steuñv diouzh lezenn, c’hoant annezidi Breizh da gaout ur galloud war o bro. Diazezañ ar goulennoù-se war abegoù all estreget reoù sevenadurel pe istorel a zo bet mennozh Dibab. Kement all e vez arguzennet gant an ekonomiezh, an demografiezh, an nerzh politikel… A-drugarez da se e teu Dibab a-benn da zedenn tud a bep tu politkel hep bezañ ezel eus hini bennak ha youl a vez gant ar re zedennet : un dek kumun all bennak a zo aet e darempred gant Dibab dija ha war ar c’hant ugent den deuet d’ar forom e oa pase an hanter o deus goulennet bezañ kelaouet war mont-en-dro al luskad.

    E.JP.

    * ar ger “votations” a vez implijet aesoc’h eget “référendum”, pa vefe tu rebech drougimplij ur gêr a denn d’ar gwir gall. Padal e teu ar ger “votations” eus ar gwir swis.

  • Adunvaniñ, un erv nevez kempennet (Ya!)

    SOURCE : Ya! – 24/10/2014

    Penaos reiñ fiziañs en-dro ha klask adsevel al liamm etre ar bobl hag ar vuhez foran ? Reiñ ar gaoz adarre d’ar geodedourien a seblant bezañ ret pa ne deu ket a-benn an demokratelezh-perzhiañ da zivizout pe da zedennañ an dud.

    Sed aze perak, goude bezañ gwelet e oa stanket ar jeu en ensavadurioù eo en em vodet meur a zen, tomm o c’halon ouzh an adunvanin, evit kinnig un diskoulm demokratel d’ar skoilhoù a gaver war hent adunvaniezh Breizh. Ur respont ivez war an doare eo bet savet kartennoù nevez ar Rannvroioù. Penaos’ta chom hep goulenn ali an dud war ur framm a vevont enni war ar pemdez ?

    Bodet omp holl er gensavenn « DIBAB — DÉCIDEZ LA BRETAGNE » ha kinnig a reomp aozañ votadegoù pobl war sujed an adunvanidigezh ha war raktres Bodadeg Breizh, er muiañ a gumunioù ma c’hallimp. Da vihanañ 100 a-benn 18 miz.
    D’ar 25 a viz Here e vo kinniget en ofisiel kensavenn « DIBAB — DÉCIDEZ LA BRETAGNE » e Roazhon. Ur forom etrebroadel diwar-benn an doareoù demokratel nevez en Europa a vo aozet an deiz-mañ gant ar framm nevez-mañ a bedo Katalaniz, Skosiz hag Euskariz.

    Ar votadeg pobl kentañ a vo kaset e Sant-Videl (Bro Retz) d’an 30 a viz Du 2014. Keodedourien ar gumun-mañ, adalek an oad a 16 vloaz, o do da respont da zaou c’houlenn. Da gentañ hageñ e savont a-du pe a-enep an aduvaniñ. Mard eo ya o respont e rankint respont d’an eil goulenn : a-du pe a-enep ur vodadeg (peotramant parlamant) evit Breizh. Ur strollegezh nevez a vefe kendeuzet enni Rannvro Breizh ha kuzulioù departamantoù Liger-Atlantel, Penn-ar-Bed, Aodoù an Arvor, Morbihan hag Il-ha-Gwilen. Ur strollegezh nevez tost ouzh ar bobl, gant galloudoù lezennnel ha kemedel a c’hello kas da benn ur vro adunvanet war tachennoù an deskadurezh, ar yec’hed, an treuzdougen, an ekologiezh peotramant terkerezh an tiriad.

    Roch Chéraud, maer Sant-Videl dilennet e 2014, eu deus asantet degemer ar votadeg en e gumun goude bezañ bet e darempreded gant tud DIBAB. Servijoù ar gumun o deus roet d’ar gensavenn DIBAB al listennad voterien hag a voto e savadurioù ar gumun evel ma vez graet evit n’eus forzh peseurt dilennadegoù. N’eo ket ar gumun a aozo ar votadeg met stourmerien ar gensavenn rak n’he deus ar gwir ur gumun d’en ober ma n’eo ket liammetrik ar votadeg ouzh ur goulenn a sell outi.

    Ar c’houlzad kabaliñ a vez aozet gant ar gensavenn DIBAB a zo aet e darempred gant tud Sant-Videl. Dedennet-bras int da eskemm ganimp war sujedoù ar votadeg ha fier da c’hellet votiñ warne, a embannont. Gant ma savint a-du gant ar goulennoù savet oute !

    Setu un hent nevez digoret gant « DIBAB », un hent a faot diskouez d’ar Vretoned e rankimp ni hon-unan en em aozañ evit gounit ar pezh na zeuio morse deus Pariz. Sant-Videl a c’hallfe dont da vezan pezh zo bet Lambaol-Gwitalmeze e 1977 evit ar skolioù Diwan.

    Fabris CADOU
    evit « DIBAB — DÉCIDEZ LA BRETAGNE »

  • Unvaniñ : Ur vanifestadeg divent, ha bremañ ? (Ya!)

    MAMMENN : Ya! – 10/10/2014

    D’ar 27 a viz Gwengolo e vanifeste ur mor a dud e Naoned evit ma vefe adunanet Breizh gant departamant al Liger Atlantel.

    Ur mor a dud a oa e straedoù Naoned, ha n’eo ket marteze ! Pa embanne ar prefeti e oa bet 13 000 den e tiskuilhe ar gevredigezh e oa bet bodet muioc’h eget 40 000 den. Diaes eo bezañ sklaeroc’h. Adembann komzoù un nebeud tud a zo bet o sellet ouzh ar vanifestadeg a c’heller ober, en o zouez kazetennerien ar “Petit Journal” eus Canal+ hag o deus filmet diehan an dibunadeg penn da benn. Hervez ar pezh o deus filmet e pade an dibuniñ 40 munutenn. Ar memes padelezh a zo bet embannet lec’h-mañ-lec’h gant arsellerien all. Peadra da soñjal eo tostoc’h sifr Breizh Unvan ouzh ar wirionez. Ur berzh bras eo bet evit an aozerien hag an holl re o doa galvet da vont !

    Pevar istrogell

    Digudenn eo bet ar vanifestadeg ; difeuls ha doujus eo bet an holl berzhidi a-hed an devezh. Koulskoude tri devezh war-lec’h e teue kazetennoù ‘zo da venegiñ diotiz 4 faour kaezh den, kinniget evel “stourmerien breton” anezho, deuet da saotrañ fin ar sadornvezh brav a oa bet e Naoned.

    Ouzhpenn kaout komzoù ha jestroù gouennelour e oant bet feuls gant gwazourien an tramgarr. Daoust ma ne bouezont ket kalz a dra e-keñver an 39996 den all eo bet trawalc’h evit ma vefe rediet an aozerien, hag ar genaozerien, da gehentiñ, ur wech c’hoazh, o lârout n’int ket a-du gant seurt mennozhioù.

    N’eo ket gounezet !

    Daoust d’ar re-se e chomo manifestadeg ar 27 a viz Gwengolo 2014, unan eus ar re vravañ ‘zo bet evit goulenn an adunvaniñ. Koulskoude, goude an abadenn, ne oa ket kendrec’het an holl ez afe war-raok an afer-mañ, ket gant hentenn ar parlamant, d’an nebeutañ.

    Sklaer a-walc’h e oa gant prezegenn Jean-Michel Le Boulanger, pa lâre “e vo hir an hent c’hoazh”. Caroline Ollivro, e anv ar strollad Breizh Europa, a embanne : “Unvanet e vo Breizh, pe gant asant parlamant Bro-C’hall, pe heptañ.” Hag hi da ouzhpennañ “Anat eo ne fell ket da bolitikerien Bro-C’hall e vefe unvanet Breizh !” Deus o zu e anzave izili ar gevredigezh 44=BZH, int ivez, “bezañ gwazhwelus-tre e-keñver an adunvaniezh goude an adreizhañ tiriadel.”

    Demokratelezh !

    Ken stanket eo hent an adunvaniezh gant parlamant Bro-C’hall ma vo roet lañs d’un hentenn nevez gant tud 44=BZH. Unan savet diwar skouer ar pezh a c’hoarvez e Bro-Skos ha Katalunia. Savet o deus “Dibab”, ul “lec’h eskemm” eo hemañ hag a zo e bal sevel votadegoù, referendomoù, er muiañ posupl a gumunioù eus Breizh hag eus al Liger-Atlantel diwar-benn an adunvaniñ.

    Roet vo lañs da “zDibab” en un doare ofisiel da geñver ur forum a vo dalc’het e Roazhon d’ar 25 a viz Here. Ar votadeg kentañ a zlefe bezañ dalc’het e Liger-Atlantel d’an 30 a viz Du. Diskuilhet e vo anv ar gumun gentañ e-kreiz miz Here. Gant ma vo, a benn ar fin, adlakaet an demokratelezh e-kreiz ar jeu !

    GP